savomp asambles ho siber-sederoni - lorcyberdoktor war ar stlenneg aljebrek e pariz vii e 1979....
Post on 05-Mar-2021
5 Views
Preview:
TRANSCRIPT
SAVOMP ASAMBLESHO SIBER-SEDERONI Embregerezhioù EBE ha strollegezhioù tiriadel, ul lod kaer eus ho kresk hag eus hoc’h obererezh eo Internet bremañ.
Evidoc’h e kinnig LORCYBER empentiñ, kenderc’hel ha kontrollañ sibersurentez hoc’h aozadur.n
zo ennañ kenlabourerien bet en o c’harg surentez strolloù bras eus Frañs ha ganto an holl varregezhioù amprouet e bed ar surentez.
PIERRE LORCY , Prezidant, pierre.lorcy@lorcyber.eu
Bet penn an Oberiadennoù evit kefridi Surentez Hollel* ar stroll BNP Paribas, Pierre zo bet tro-ha-tro penn raktres en ur startup surentez, atebeg kuzuliañ e ti un embanner meziantoù, rener raktresoù en ur c’hevredad servijoù ijinouriezh stlenneg, atebeg domani war dachenn ar stlenneg er bankoù.
Ijinour Supélec e 1991. Selaouer en Ensavadur Broadel ar Studioù Uhel war ar Surentez hag ar Justis e 2010. Testeniet gant ISO 27005, stummet war EBIOS hag ISO 22301.
SARAH PORTUGAIS , Atebegez ar SOC, sarah.portugais@lorcyber.eu
Sarah he doa kroget evel kuzulierez surentez micher evit kefridi TK BNP Paribas e-pad tri bloaz a-raok labourat e-barzh SOC ar stroll BNP Paribas evel dielfennerez surentez e-pad tri bloaz ouzhpenn.
Ijinourez SBUI Bourges e 2011, testeniet gant ISO 27005, stummet war CISSP, EBIOS hag ISO 22301
DIDIER BÉGAY , Risk Manager, didier.begay@lorcyber.eu
Didier, abaoe 32 vloaz war ar vicher, zo bet kelenner-klasker war ar meziantoù enkadennek, prizachour evit al lezioù-barn, arbennigour war ar Surentez ha Risk Manager e ti Orange, e-mesk traoù all. Savet en deus D-B-K, un embregerezh kuzuliañ evit gwareziñ ar roadennoù personel.
Doktor war ar stlenneg aljebrek e Pariz VII e 1979. Selaouer en Ensavadur Broadel ar Studioù Uhel war ar Surentez hag ar Justis e 2010, testeniet gant ISO 27001 hag ISO 27005, ezel eus klub EBIOS.
* Surentez Fizikel, Surentez ar Stlenn, Surentez ar reizhiadoù stlenn, Kenderc’hel an Obererezh ha Merañ an Enkadennoù
AR SKIPAILH
AR SERVIJOÙ
HOR C’HINNIGOÙ PRESTIANTOÙ
STARTUP WEBtreziad bloaz
Formulenn a-zoare evit ar c’hevredadoù zo Internet
e-kreiz o micher : dielfennañ gwanderioù
diret : beilh hag E-learning
INTERNETSCAN FLASH
dre unanenn
Evit amprouiñ ho lec’hienn WEB ent industriel
EILKEVRATOURIEN treziad bloaz
dielfennañ ha merañ ar riskloù argerzhadurioù ha diarbennoù
surentez evezhiañ miziek
merañ an darvoudoù surentez steuñv kenderc’hel an
obererezh (SKO) / merañ an enkadennoù
HOR MENNAD : Ober d’ar c’houstoù surentez bezañ spletoù a-dal d’ar c’hevezerezh ha, mar degouezh un darvoud surentez, ober e doare ma teuio an traoù en o reizh en-dro ar buanañ ar gwellañ.
Evit eeunaat ar c’hinnig Sibersurentez e pourchasomp deoc’h prestiantoù evit ar bloaz pe
dre unanenn.
FALS-PHISHING
dre goulzad
PENTEST FLASH
dre unanenn
Evit amprouiñ evezhiegezh ho kenlabourerien ouzh ar
pesketa
Amprouad drougemell de-nek, ouzhpenn an dielfennañ
gwanderioù emgefrekaet
AODIT KOD
dre unanenn
Evit reizhañ ho frailhoù a-raok lakaat danvez enlinenn
HOR C’HINNIGOÙ KUZULIAÑ
AODIT KENTAÑ dindan 3 sizhun
studiadenn deknikel (tre-sañ, dielfennañ ar riskloù, dastum ar roadennoù ha dielfennañ gwanderioù)
studiadenn aozadurel (tre-sañ, dielfennañ ar riskloù hag
ober stad an traoù)
STEUÑV OBEROÙ dindan 3 sizhun
siber (aodit, anaout ar riskloù, kavout diskoulmoù)
reoliadur Hollek evit Gwa-reziñ ar Roadennoù (RHGR)
(aozañ ha reizhwiriañ gwarez ar roadennoù)
PCI-DSS (surentez ar c’har-tennoù paeañ)
STEUÑV KEN-DERC’HEL AN OBERE-
REZH dindan 6 sizhun
Lakaat ar raktres SKO e pleustr ha prientiñ ar
c’hendalc’h e stad oberatael
SKOAZELL DPO
DPO rannet
Sammañ kefridi an Data Pro-tection Officer (RHGR)
LUSKAÑ STROL-LADOÙ LABOUR
sujed diouzh ar goulenn
kizidikaat ur skipailh termeniñ palioù
sevel ur steuñv ober...
SKOAZELL MERAÑ AN ENKADENNOÙ
Lakaat e pleustr elfennoù ar stummadur e anv « Diazezoù
merañ an enkadennoù »
SKOAZELL DIORREN SURAET
Lakaat e pleustr elfennoù ar stummadur e anv « Diazezoù
an diorren suraet »
A bep seurt
pourchasoù kuzuliañ a
ginnigomp : dielfennañ
ar riskloù, politikerezh
sibersurentez, luskañ
strolladoù labour siber,
merañ an enkadennoù,
diorren suraet.
AR STUMMADURIOÙ
En hor savenn bellstummañ (pellstummañ digor) e kinnigomp deoc’h moduloù kizidikaat ouzh ar surentez.
AR PEP POUEZUSAÑ
DIWAR-BENN SURENTEZ AR
STLENN Deskiñ diazezoù surentez
ar stlenn
PCI DSS – PAYMENT CARD
INDUSTRY DATA SECURITY
STANDARD
RHGR EVIT AN HOLL
Kizidikaat ar genlabourerien ouzh gwarez ar roadennoù
personel
HOR MODULOÙ E-LEARNING
PREVEZDED AR ROADENNOÙ
YEC’HED
Penndiazezoù an dereade-gezh
Kinnig a reomp stummadurioù dirak tud ivez.
HON DIAZEZOÙ
Bezañ diouzh redienn 12.6 ar reolad PCI DSS
AR SURENTEZ ER RAKTRESOÙ
Ober en ur anavezout mat ar riskloù
MERAÑ AN ENKADENNOÙ
Penaos diarbenn anezho ha dont reizh en-dro
DIORREN SURAET
Gwellaat e goustoù diorren
RHGR : DIAZEZOÙ HA LAKAAT E
PLEUSTR
Kregiñ mat gant e reizhwi-riadur
Disklêriadur obererezh niverenn 53560937556 marilhet gant prefed Rannvro Breizh. Ne dalv ket ar marilhadur-se eo grataet gant ar Stad.
HOR YOUL VOUTIN :
DAREMPRED LORCYBER
02 97 68 34 88contact@lorcyber.eu
www.lorcyber.eu
Ar prisme plasenn Albert Einstein - PIBSCP98 - CS 72001 56038 VANNES Cedex
Sammañ surentez an
embregezhioù bihan hag etre
(EBE) hag ar strollegezhioù tiriadel,
dre genrannañ, ha degas dezho
ar wellentez tizhet ganeomp evit
gwarantiñ he c’hendalc’h.
Evit parfetaat hor c’hinnigoù
e lakaomp un hentenn dibar e
pleustr hag e kenlabouromp gant
kevelerien arbennik.
AN ENSAVADURIOÙ KEVELET GANEOMP :
con
cep
tion
Ö S
tud
io /
Van
nes
/ 0
2 97
26
24 5
5
top related